Rann eus | de jure/de facto, list of French expressions in English |
---|---|
Enebet ouzh | De facto |
De jure, pe de iure, zo ur bomm latin hag a dalv « hervez ar gwir, al lezenn. » Enebet e vez ouzh ar bomm all, de facto . Ar rouanez Elesbed II, rouanez Bro-Saoz ha Kanada, zo e penn Kanada de jure ; hogen de facto eo Kentañ Ministr Kanada a zo e penn ar stad.
Alies e vez implijet da ober anv eus un dra a zo reizh hervez ar gwir ha ne vez ket lakaet da dalvezout e gwirionez. Diskouez a ra ar c'hemm etre ar pezh a dlefe bezañ hag ar pezh a zo. Hervez tud zo n'eo Bro-C'hall nemet ur Republik de jure: de facto e vije ur vonarkiezh republikan.